BREIZH-IZELIZ
 
BREZHONEG   GALLEG

 
Degemer

Kevredigezh

Kentelioù

Deiziataer

Denesaadur

Liammoù

Forom

Kaozeadenn

Difennadur ar brezhoneg

_

 
 
Diskleriaduret eo bet kevredigezh Breizh-Izeliz d’ar c’hwec’h warn ugent a viz Gwengolo 2000 e Prefeti an Inder-ha-Liger.
-> statudoù

He fal a zo skrignañ ha herouezañ sevenadurezh Breizh, lakaat da gejout ar Vretoned o vevañ e Bro-Douren ha dre vras an dud dedennet gant Breizh, he yezh hag he henvoazioù.

En em ouestlet he deus betek-hen da gelennadur ar brezhoneg.

Aozañ a ra bep sizhun div gentel brezhoneg e Ti an Holl e Joué-lès-Tours.

Kemer a ra perzh e Gouel ar Yezhoù hag ar sevenadurioù renet gant Linguafest37.

Kenaozañ a ra Gouel Erwan (Fest Yves) e Bro-Douren gant kevredigezh « Ar Rigoler », dreist holl evit ar yezh (diskouezadennoù…)

Emezelet eo e Kevredad D.A.O. (Deskiñ d’an Oadourien) a genstroll frammoù liesseurt gouestlet da gelennadurezh ha da implij ar brezhoneg a-benn skoazellañ diorroadur ar yezh e-touez an oadourien.

Sinet he deus Emglev « Ya d’ar brezhoneg »


http://www.festyves-gouelerwan.com
http://www.linguafest37.com/
D.A.O. –Hent Berrien – B.P. 24 – 29690 AN UHELGOAT